Wikimammenn
brwikisource
https://br.wikisource.org/wiki/Wikimammenn:Degemer
MediaWiki 1.46.0-wmf.24
first-letter
Media
Dibar
Kaozeal
Implijer
Kaozeadenn Implijer
Wikimammenn
Kaozeadenn Wikimammenn
Restr
Kaozeadenn Restr
MediaWiki
Kaozeadenn MediaWiki
Patrom
Kaozeadenn Patrom
Skoazell
Kaozeadenn Skoazell
Rummad
Kaozeadenn Rummad
Meneger
Kaozeadenn meneger
Pajenn
Kaozeadenn pajenn
Oberour
Kaozeadenn oberour
TimedText
TimedText talk
Modulenn
Kaozeadenn modulenn
Event
Event talk
Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/8
102
22856
207988
197963
2026-04-22T11:45:43Z
Aleator
74
fi/fl => fi/fl
207988
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="4" user="Ar choler" />{{Kreizañ|— VI —}}</noinclude>
Er bloaz-man dioc’htu, daoust da labouriou tenn ho stad, ho peus kavet amzer da gempenn adarre eul levrig koant, muioc’h diouz doare hor c’henvroïz en taol-man, « ''Marvailhou ar Vretoned e-tal an tan'' » e hano.
« Marvailhou »… tra ken nemet an hano-ze a dalvezo da alc’houez d’ho levr nevez da gaout dor zigor da vont e meur a di ; hag eur wech m’en devezo kemeret e skabell, ne vezo ket diskabellet buhan, n’eus ket ezom da gaout aoun : re zies e vezo kavet en em zizober eus eur mignon ker plijadurus.
Mez da vont e meur a di-all e leac’h m’en deus ezom da vont koulskoude, e vezo an hano-ze didalvez ive, hag e kavo dor brennet, rak ar « Marvailhou », a leverer, a zo ''echu o amzer''.
Gwechall e oa anezo stank e-touez an dud : an holl a ouie eun dra bennak, ha lod ne veze fin ebed d’o re.
« Kaer am eus kounta — a lavare d’in eur marvailher koz — nemet kounta a rafen, e kavan atao da gounta. »
Labouriou tenn an hanv a veze skanvaet ganto, nosvesiou hir ar goanv a verraent ; plijadur vad ha
marc’had mad a reant d’an holl, ar pez a yoa kaër, rak « eur zant trist, evel a lavar sant Fransez a Zal, a zo trist e zantelez »… Hag an ali a gavan e skridou Marianna Abgrall a zo eus ar re fura : « Tec’hit diouz tud tenval ; an dour pa na red ket a ve louz peurvuia, leun a amprevaned… »
Gwechall e oa « Marvailhou » ; sperejou an dud n’oant ket ken divoedet ha brema.
En deiz a hirio, troët evel ma’z oar war an {{tired|des|tum}}<noinclude><references /></noinclude>
b0anie63orwjo43o19kyxd8ba851zgj
Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/10
102
22858
207989
197965
2026-04-22T11:45:53Z
Aleator
74
fi/fl => fi/fl
207989
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="4" user="Ar choler" />{{Kreizañ|— VIII —}}</noinclude>mall o destum araok ma vezint peurzisfelebet ha peurgollet da viken.
Pebez hordennad traou brao ho peus pennaouet hep ezom da vent pell…
Etouez ar « Marvailhou »-ze, unan zo hag a gavan dispar : « Klaodinaïg ». En hennez ho peus lakeat
hoc’h ene hoc’h-unan, ha kement tra en deus great dudi ho kalon a vugel p’edoc’h gwechall o redek
measiou Plougastell, ha pa ne oa ket eno nak eur roc’h nak eur vodenn ha ne vije ket anavezet ganeoc’h.
« Klaodinaig » n’eo ket eur marvailh koz, mez savet eo e yez ar re goz ha skrivet ganeoc’h en doare
kaër-ze a ouezit lakaat anezan da gemeret dindan ho pluen dir.
Bezit dinec’h, Minorez Kerzadiou a zo eneet ganeoc’h krenv awalc’h da badout keit hag ar Brezoneg, evel m’eo great ar Brezoneg da badout keit ha reier Plougastell.
Pegouls ’ta ne vezo ket ker fallakr pe ker berwelet ar re o deus da welet war skoliou Breiz-Izel ma
vezo gellet koms, skriva ha kana enno, e yez ar Vro, evel ma rear en holl vroiou-all eus ar bed ?
Na pegen plijadurus n’oa ket gwelet d’an 29 a viz Gwengolo diweza lizer-meur an Aotrou Mercier,
Arc’heskob gwiziek ha brudet Malines, o c’hourc’hemenn ma vije desket ar flamanteg en holl skoliou e
eskopti ! — Ar flamanteg er vro-ze a zo yez ar bobl, evel m’eo ar brezoneg er vro-man. — Pegouls ’ta e
vezo taolet evez ouz hon yez-ni ivez ha dishualet hor bro baour ? Pa blijo gant Doue, gwir eo ; mez pa
labouro ar Vretoned a-zevri ivez.<noinclude><references /></noinclude>
phyl9jbt0enz8wn7umcr5gzj7oksf57
Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/13
102
22861
207990
197968
2026-04-22T11:46:03Z
Aleator
74
fi/fl => fi/fl
207990
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="4" user="Ar choler" /></noinclude><nowiki />
<br>
----
----
{{Kreizañ|{{Ment|D’AL LENNERIEN|130}}}}
{{-}}
''Sevel a ran'' Marvailhou ar Vretoned ''evit ar re-oll a gar ar Brezoneg, yez koz an Arvor.''
''Sevel a ran c’hoaz al levr-ma evit ma’z ay da greski niver al levriou brezonek a zo, siouaz, ker rouez !…''
''Yaouankizou hon amzer a zo troet war al lenn ; pa na lenner ket levriou mad, e lenner levriou fall. Ar re-ma a ziruilh warnomp eus Paris evit breina ar c’halonou ; rak, petra int peurvuia ? Marvailhou pe gonchennou hudur, flear ganto, gouest da lakaat ar vosen en eur vro a-bez ma na vije ket enebet outo. Ha koulskoude ez eer d’ezo evel ma’z a loened-zo d’an teil, respet d’eoc’h !''
''Gwasoc’h ive e troer war an traou gallek, o tilezel, siouaz ! giziou fur ar Vretoned koz, hor c’hendadou. Na lavaran ket e ve eun dra fall lenn al levriou gallek. Ar pez a gavan fall eo ar fae hag an dispriz a gresk dre ma troer muioc’h war ar galleg. War zigarez ma c’houzont eun tamm sklabez gallek, kals tud yaouank hirio a vez klevet dalc’hmad o c’hallegat, o kana soniou diboell pe lubrik,'' « Viens Poupoule »'','' « C’est la lutte finale »'', ha me oar ?''
''Hor mennoz d’eomp-ni, Barzed Gourenez Breiz-Izel, eo miret e Breiz ar giziou koz, ar brezoneg, ar {{tired|c’ha|naouennou}}''<noinclude><references /></noinclude>
t4gnddcc5mt3li7u6otjqszo62aryk3
Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/15
102
22863
207991
197970
2026-04-22T11:46:13Z
Aleator
74
fi/fl => fi/fl
207991
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="4" user="Ar choler" />{{Kreizañ|— XIII —}}</noinclude><br>
''War zav ! O c’houi holl hag a zo yaouank ! War zav evit Doue ha Breiz !… Ober a c’hellit kals a vad dre ho komzou ha, dreist-holl, dre hoc’h oberou. Diskouezit e peb doare, a-wel d’an holl, ho peus karantez evit ar yez venniget-se, hag e talc’hit tost d’ezi evel d’eun tenzor santel. Skrivit ho liziri e brezoneg, kanit kanaouennou Breiz ha komzit dalc’hmad e yez ho tud koz.''
''Oc’h ober evel-se ho pezo great ho tever dirak Doue ha dirak an dud.''
''Va levr a goms eus Klaodinaïg, ar Blougastelladen galonek a yeas d’ar gouent goude beza roet d’he
c’henvroïz ar skouer eus an holl vertuziou kristen.''
''Ra vezo fur evelti an holl verc’hed yaouank, hag evelti e vezint eürus, zoken el labouriou tenna, abalamour eo Doue a skuilh e vennoz war an neb a vev en e zoujanz hag a zo bepred aketus d’e zever. Da bep-hini anezo e lavarin gant ar barz Yeodet :''
<poem style="margin-left:15%; font-size:0.9em; font-style:italic;">
O ! chomm e bro da gavel,
Chomm, chomm e Breiz-Izel !
</poem>
<br>
''nemet dont a rafe Doue dre eur burzud eus e vadelez d’o gervel davetan en eul leac’h distro, evel ma c’hoarvezas gant Klaodinaïg.''
''Ar'' marvailhou''-ma, fizianz am eus, a vo lennet gant plijadur er goanv e-tal an tan, ha da zul goude ar gousperou.''
''It, deliennou skanv, it dre-oll : kasit e peb tu hekleo va mouez raouliet o hopal d’an emzav ; kanit dousik, kanit tener ; lakit al levenez da bara war daliou roufennet va c’henvroïz.''
''Koueriaded measiou an Argoat hag an Arvor, {{tired|labou|rerien}}''<noinclude><references /></noinclude>
rupzbmiypf6ljwyq5o9ok3njmzo26nu
Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/17
102
22865
207992
197972
2026-04-22T11:46:23Z
Aleator
74
fi/fl => fi/fl
207992
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="4" user="Ar choler" /></noinclude><nowiki />
<br>
----
----
{{Kreizañ|{{Ment|KLAODINAIG|130}}}}
{{Kreizañ|{{Ment|PE|80}}}}
{{Kreizañ|{{Ment|MINOREZ KERZADIOU, E PLOUGASTEL|90}}}}
{{-}}
{{Kreizañ|EUR GER BENNAK ARAOK}}
Piou n’en deus ket klevet alies koms eus parrez Plougastel-Daoulas, eus he C’halvar, eus he reier
soun hag uhel evel mogeriou-difenn ? Plougastelliz a vez kavet e peb leac’h da viz {{Reizh|e|E}}ven o werza sivi ruz ar c’hourenez.
Lavaret em eus « gourenez » ; hag e gwirionez, Plougastel a zo kelc’hiet gant ar mor, nemed dioc’h
kostez Landerne. En hanter-noz, ster an Elorn a ruilh he doureier sioulik, a walc’h aochou Plougastel
war hed peder pe bemp leo, m’oar vad ; er gornaoueg ema Brest, ar ger vraz, hag ar « rad », unan eus ar re vrasa hag ar muia gwaskedet eus ar bed ; e tu ar c’hreisteiz e kaver ster Daoulas gant he flegou-mor dudius meurbet, mor an Douar-Bihan a ya da zistana treid krec’hen Sant-Klaoda.
Ar vourc’h, eur gerig vrao kenan, a zo brudet a bell zo gand iliz vras sant Per, hag ar c’halvar, savet er bloaz 1602 gand ar Blougastelliz koz dre westl,<noinclude><references /></noinclude>
e0u1im4a2xvfeqs6e3fmps6i85h2ndm
Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/80
102
22876
208005
198049
2026-04-22T11:51:25Z
Aleator
74
fi/fl => fi/fl
208005
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="4" user="Ar choler" /></noinclude>
{{Kreizañ|{{Ment|HOSTALIRI AR C’HROAZ-HENT|130}}}}
{{-}}
{{Kreizañ|{{Ment|'''I. — Roc’h Trevezel.'''|120}}}}
War zouarou Kerne, damdost da Roc’h Trevezel ez oa gwechall-goz eur c’hroaz-hent hag eun hostaliri brudet fall meurbet gant tud ar vro. Ti ebed a-dost ; setu perak hostiz ar c’hoaz-hent a c’helle ober an troiou falla hep na vije morse gouezet netra da just. Disfisiout a read, hogen den n’en doa gwelet netra. Hervez ar vrud, meur a zen a yoa bet lazet eno.
Er goanv, pa veze tenval an noz, pa c’houeze an avel yen war ar meneziou, ar vesaerien diwezat o tont gant o denved, o deus kontet e klevent moueziou klemmus anaon an dud lazet o c’hournijal en-dro da Roc’h Trevezel. Hanter-spountet, ec’h hastent ober sin ar groaz evit na vije great droug ebed d’ezo.
Nemet an hini a zo bet eno e-unan den na lavaro ar spont a grog en tremener a ya en noz dre veneziou an Arez, ken dizolo, ken nebeut a diez war an henchou anezo.
Ar re a zo bet garo oc’h ar paour en o buez a deu dre eno da ober pinijen goude o maro, hervez ar re goz.<noinclude><references /></noinclude>
gus1f5qrr2u0qlso8hdn5q976cm5v7z
Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/28
102
22890
207993
197983
2026-04-22T11:47:57Z
Aleator
74
fi/fl => fi/fl
207993
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="4" user="Ar choler" />{{Niv|12|MARVAILHOU AR VRETONED|}}</noinclude>goab eus traou ar relijion. Cheun n’oa karet gant den : ha pa ranked mont gantan, ne veze ket gant plijadur. Yann avad, en eneb, a yoa kunv evel eun eal, eur mousc’hoarz atao o tarza war e vuzellou, bepred troet da ober vad d’an holl ; karet e oa, evel just, gant kement hini hen anaveze.
Marc’harid, c’hoar Job Ar Moal, a oa war-dro hanter kant vloaz ! Atao he spered o sonjal el labour, n’oa ket e poan gant traou-all ; karet a rea meurbet ar sioulded, hag alies ec’h en em gave he-unan. Hi eo a rea al labourou e tro an ti. Ar plac’h a ye gant ar wazed d’ar parkeier.
Brema, lenner, pe lennerez, ec’h anavezit Kerzadiou ha ti Job Ar Moal.
Debret ’oa koan ha lennet Buez ar Zent. Goude ar « Grasou » e lavarjod eun ''De Profundis'' evit Katel ar Gall, evit repoz he ene.
Job a veze e penn an daol. Goude koan ’oa kustum da vonet da lakaat eur c’hornad da gichen an tan. En
deiz-se na finvas ket ; anat oa en doa eun dra bennak a vras da lavaret d’e dud, hag an holl a yoa War c’hed.
Hag e komzas evel-hen :
« Gouzout a rit emaomp o paoues disken er bez korf Katellig ar Gall, greg va c’henderv, maro e-unan
eur pennad zo… Setu ma chom Klaodinaïg he-unanik war an douar, hep den da gaout truez outi… Betek
brema hon deus bet gant largentez, me gred, kement a zo red evit beva. Ha manket ez eus bet eun dra bennak d’eoc’h, va zud ? » — « N’eus ket avad, va zad, » a respontas ar vugale a eur vouez. — « N’eus ket ! n’eus ket ! » a lavaras Marc’harid d’he zro. » — « Mat, araok mervel, Katel am galvas d’he c’haout evit<noinclude><references /></noinclude>
6yxu1a1zsjpd8yshzlq8kb6euqch9hu
Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/31
102
22893
207994
197994
2026-04-22T11:48:07Z
Aleator
74
fi/fl => fi/fl
207994
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="4" user="Ar choler" />{{Niv||KLAODINAÏG|15}}</noinclude>
{{Kreizañ|{{Ment|PEVARE PENNAD|120}}}}
{{Kreizañ|'''Klaodinaïg er Skol.'''}}
Eun nebeudig derveziou hepken a dremenas neuze e Kerzadiou. Job ar Moal an doa lavaret :
— « Klaodinaïg a zo c’hoaz yaouank-flam, ha dre-ze en oad kaer da zeski. Pe seurt skol he deus bet bete
vrema ? Me fell d’in he defe eun tammig deskadurez : red eo he c’has d’eur skol vat ! »
Setu ma oe kaset da skolaj ar C’hoarezed e Landerne.
Kement e poursuas war he studi, ar baotrez ker, ma oe darbet d’ezi klenvel, ma oe red d’he mestrezed
miret outi da studia re.
Klaodinaïg, hag he doa kement a spered hag a furnez, a anaveze, hep mar, lavar ar re goz :
<poem style="margin-left:10%; font-size:0.9em;">
Studiit hep paouez ; d’ar spered e teu skiant
War bouez labourat tenn ; ar skiant a dalv arc’hant.
</poem>
Ha koulskoude,
<poem style="margin-left:25%; font-size:0.9em;">
Na re nebeud, na re,
E pep tra, gwella ve.
</poem>
Pa deue mare ar vakansou, Job pe Cheun a ye da gerc’hat Klaodinaïg d’ar gear. O ! ezom bras he doa
da gemeret ear yac’h ar mor hag ar parkeier. Eun dudi ’veze neuze he gwelet o c’haloupat war-lerc’h ar
zaoud war-dro kerreg huel ar Meziou. Al leac’h-ma a blije d’ezi dreist ar re-all, abalamour ma weler
kals traou kaer ac’hano : an Elorn, parrez Gwipavas, ar Releg, ar « Rad » hag all.<noinclude><references /></noinclude>
lv9tp6imko17twizyljymcawim20uji
Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/32
102
22894
207995
197995
2026-04-22T11:48:19Z
Aleator
74
fi/fl => fi/fl
207995
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="4" user="Ar choler" />{{Niv|16|MARVAILHOU AR VRETONED|}}</noinclude>
Endra veze he chatal o peuri ar yeod glas trempet gant gliz an env, Klaodinaïk a zave he mouez sklear da gana soniou koant e yez koz ar C’helted. Yann hag {{Reizh|an|en}} doa a-benn neuze eur garantez virvidik eviti, a jommas a-zav meur a wech da zelaou an eostig a gane ker flour, e riskl bras da veza gourdrouzet a zoare ma vije digouezet ar penn-tieg gantan.
Klaodinaïg a gendalc’he da zougen kanv d’he zad ha d’he mamm ; dalc’hmad e veze ar zonj anezo en he
spered ; setu perak he c’hanaouennou peurvuia a veze war eun ton kanvus.
Setu ama unan eus ar gwerziou a gane an aliesa, abalamour, marvad, ma tigase koun d’ezi eus he
c’herent marvet :
{{Kreizañ|MOUEZ AN ANAON}}
<poem style="margin-left:15%; font-size:0.9em;">
Pa deu ar pardaez, pa deu an noz tenval,
Pa glevan ar c’hloc’h bras truezus o voudal,
Pa glevan an avel er gwez sabr o vervel,
Me zonj en Anaon kez tost d’in oc’h va gervel.
Gant o mouez klemmus e laront en o yez :
« O c’houi, hor mignoun d’eomp, gwechall p’oamp e buez,
« O c’houi, hag hon dilez brema pa n’ho kwelomp,
« Bezet truez ouzomp, rak en anken emaomp ! »
E nosveziou ar goanv, p’eo an amzer skornet,
Pa yud an avel viz dre wask an nor zerret,
Me a gav d’in klevet moueziou an Anaon
O c’houlen pedennou evit terri o naon.
Evit terri o naon da welet o Doue{{Reizh|.|,}}
E lavaront d’eomp-ni : « O c’houi a zo aze,
« Azezet en hoc’h eaz en-dro d’eun tantad tan,
« Pa c’houzanvomp ama, er Purkator, kals poan ! »
</poem><noinclude><references /></noinclude>
cd52xr21dsk2mzsnz01pr2vy3vknv62
Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/36
102
22899
207996
197999
2026-04-22T11:49:10Z
Aleator
74
fi/fl => fi/fl
207996
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="4" user="Ar choler" />{{Niv|20|MARVAILHOU AR VRETONED|}}</noinclude>a gar va zad, ha kalz a fizianz am eus ennan. Kement a ra a gavan a zo mad, ha ne dan ket da derri va fenn gant ar pez na zell tamm ebed ouzin. »
— « Setu ama eun den dizeblant ! Na ra forz gant netra ! Ma teufe al laer da c’houlen da jupen diganez e rofes d’ezan ive da vragou… Da galon, va breur, me gred, a zo great gant mel ! »
— « Cheun, goab a rez ! »
— « Fidandoustik ! ya, brao eo derc’hel keit-all er skol eur vinorez ha n’he deus ket eur gwenneg war he hano !… Klevet em eus gant unan bennak ne zistroio mui da Landerne goude an eost… »
— « Evel-se e leverer… »
— « Na vezo ket re abred d’ezi lakat he c’horf da labourat… A-walc’h a arc’hand he deus great dispign. A ! mall bras am eus da welet an demezel o tizrei da Gerzadiou. Klaoustre na ouezo mui penaoz ober evit bale war hor pave, eun tammik koc’hek a-wechou !… Ha penaoz koms outi ? Marvat he deus ankounac’heat he brezoneg, ha me n’ouzoun, koulz lavaret, ger gallek ebed (''En eur c’hoarzin goapaüs''). A ! A ! A ! Job ar Moal avad a zo eun den speredet kaer ! »
— « Va breur, doujanz evit hon tad !… Me az ped, na goms ket evel-se :
<poem style="margin-left:15%; font-size:0.9em;">
Spered dies zo kablus d’ezan ha d’ar re all ;
Piou a zo bet easoc’h goude rendael, tamall ?
</poem>
Evel-se e lavare va mamm, Doue r’he fardouno !… Ouspenn-ze, pec’het ec’h eus o tamall d’hor c’hoar he dienez tremenet. Ober dismeganz n’eo ket mat, ha, falloc’h ober goab goude. Evidon-me a gar Klaodinaïg ; ha goude ma kemerfe va zad eun dra<noinclude><references /></noinclude>
2c987ty4feaym95592mayl509at1p28
Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/45
102
22909
207997
198008
2026-04-22T11:49:23Z
Aleator
74
fi/fl => fi/fl
207997
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="4" user="Ar choler" />{{Niv||KLAODINAÏG|29}}</noinclude>
{{Kreizañ|{{Ment|EIZVET PENNAD|120}}}}
{{Kreizañ|'''Goude an dennadeg d’an disou'''<ref>Tirage au sort.</ref>}}
An den a ya hag a deu er bed-ma ; hogen, Doue eo a ren anezan evel dre an dourn, hep ma taolfe atao
evez ouz kement-se. Holl darvoudou ar vuez a c’hoarvez dre ma fell d’ezan, pe dre ma lez ober, ha bepred e c’hellont talvezout d’hor brasa mad.
An daou vreur a yoa leun a fizianz en amzer da zont.
Cheun, koulskoude, a jomme atao tenval e benn. Pep tra a zeblante d’ezan beza en e eneb.
— « Ma tennfemp plouz berr, emezan, da welet piou a c’hounezo du-ze bremaïk ? »
— « Gwelloc’h e vimp ? » eme Yann.
— « Eo da, plijadur hon devezo ! Gwir eo, kement-se na dalv da netra ; greomp evelato ! »
— « Evel a gari, eme Yann. Kemer ’ta teir pe beder blouzen. »
— « Teir ; an hini a denno an hini vihana a vezo kemeret da zoudard… »
Yann a dennas da genta ; ar blouzen hirra a deuas gantan ; Cheun avad a jachas war an hini verra pa
ginnigas Yann ar plouz d’ezan.
— « Devet oun ! emezan gant droug ; seiz goanvez servich am bezo da c’houzanv, kredabl bras ! »
— « An dra-ma, va breur, n’eo da lavaret netra.<noinclude><references/></noinclude>
m0se29thesgxbmfl1h73vv3ubusdc14
Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/46
102
22910
207998
198009
2026-04-22T11:49:54Z
Aleator
74
fi/fl => fi/fl
207998
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="4" user="Ar choler" />{{Niv|30|MARVAILHOU AR VRETONED|}}</noinclude>Arabad eo teurel evez evel-se oc’h an arvar. Bez flzianz atao ; ni a jommo hon daou e Kerzadiou, e-kichen hon tad ha Klaodinaïg. Evit ar peur-rest, Doue a gemero preder d’her reiza d’eomp. »
Setu boulc’het al labour. Dont an ra bilhiji er-meaz. re vat ha re fall. Gwelet a reer dremmou seder ha dremmou gwall-amzer. Eus an daou vreur, Yann a denn da genta. Aotrou sant Eozen benniget ! na
lammet a ra e galon pa dosta ouz ar vouest vurzudus a ra tud eürus ha tud reuzeudik. Ema krog e zourn
en eur paper, daoust ha petra lavar ?… 201 !… Saveteet eo ; unan eus ar re huela a zo deuet gantan. Daoust ha yeod ar vered ?… Nan, kement-se na c’helle ket beza ; Yann na grede tamm ebed en o galloud.
Pedennou Klaodinaïg, avad, na lavare ket n’o divije tennet bennoz an env war e ober.
Cheun, war-lerc’h, a dosta, o krena evel eur bern deliou.
N’eo ket eürus evelato !… An 12 a deu gantan…
Eun druez ’oa gwelet e gounnar pa deue eus an ti-kear.
A bep seurt komzou fall a yoa en e c’henou, hag e vije kredet en doa kollet e dammig skiand vat.
« … Malloz d’ezi !… Me ’n em venjo !… Ya, dont a ray va zro !… A ! dont a rin a-benn en eun doare
hennak !… Doue ?… Nan, nan, kement-se na c’hell ket beza !… Panefe-ze… Dizale, m’hen tou ! Ya dizale ne vezin mui !!!… »
Kals a draou-all diskiantoc’h an eil evit egile a lavare c’hoaz evel-se o vont dre ruiou kear. O tremen war ar pound e c’hoanteas ’n em daol war e benn e-barz ar ster ; hogen, Yann a yoa war evez, hag hen harzas.<noinclude><references /></noinclude>
842ofyqqoletqogkrfwwy4la7ml7zgc
208011
207998
2026-04-22T11:54:25Z
Aleator
74
flzianz=>fizianz
208011
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="4" user="Ar choler" />{{Niv|30|MARVAILHOU AR VRETONED|}}</noinclude>Arabad eo teurel evez evel-se oc’h an arvar. Bez fizianz atao ; ni a jommo hon daou e Kerzadiou, e-kichen hon tad ha Klaodinaïg. Evit ar peur-rest, Doue a gemero preder d’her reiza d’eomp. »
Setu boulc’het al labour. Dont an ra bilhiji er-meaz. re vat ha re fall. Gwelet a reer dremmou seder ha dremmou gwall-amzer. Eus an daou vreur, Yann a denn da genta. Aotrou sant Eozen benniget ! na
lammet a ra e galon pa dosta ouz ar vouest vurzudus a ra tud eürus ha tud reuzeudik. Ema krog e zourn
en eur paper, daoust ha petra lavar ?… 201 !… Saveteet eo ; unan eus ar re huela a zo deuet gantan. Daoust ha yeod ar vered ?… Nan, kement-se na c’helle ket beza ; Yann na grede tamm ebed en o galloud.
Pedennou Klaodinaïg, avad, na lavare ket n’o divije tennet bennoz an env war e ober.
Cheun, war-lerc’h, a dosta, o krena evel eur bern deliou.
N’eo ket eürus evelato !… An 12 a deu gantan…
Eun druez ’oa gwelet e gounnar pa deue eus an ti-kear.
A bep seurt komzou fall a yoa en e c’henou, hag e vije kredet en doa kollet e dammig skiand vat.
« … Malloz d’ezi !… Me ’n em venjo !… Ya, dont a ray va zro !… A ! dont a rin a-benn en eun doare
hennak !… Doue ?… Nan, nan, kement-se na c’hell ket beza !… Panefe-ze… Dizale, m’hen tou ! Ya dizale ne vezin mui !!!… »
Kals a draou-all diskiantoc’h an eil evit egile a lavare c’hoaz evel-se o vont dre ruiou kear. O tremen war ar pound e c’hoanteas ’n em daol war e benn e-barz ar ster ; hogen, Yann a yoa war evez, hag hen harzas.<noinclude><references /></noinclude>
2zxvy88rc34mgdhcjit8h2nfiyrkrak
Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/47
102
22911
207999
198010
2026-04-22T11:50:04Z
Aleator
74
fi/fl => fi/fl
207999
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="4" user="Ar choler" />{{Niv||KLAODINAÏG|31}}</noinclude>
Pa glevas an tad petra oa bet an dennadeg, e chommas dizeblant a-walc’h, hervez e gustum.
Evel m’en doa kredet Yann, Klaodinaïg he doa pedet kals e-doug an deiz-se. A-barz mont d’he labour e chommas pell en he c’hambr, daoulinet dirak ar groaz. Kals e karie anezi, rak ma teue eus he zud koz, o doa dalc’hmad rentet enor ha doujanz d’ezi. O zellou diweza a yoa kouezet warni ; o muzellou, araok kloza evit atao, o doa stardet warni gant an diweza peden a galon. Penaoz n’he divije ket Klaodinaïg douget eur garantez dispar ouz ar groaz-se a zigase en he spered kement a zonjezonou tener ?
Hag evit piou e pede kement ar vinorez paour, red d’ezi gounit he bara e ti an estren ?
Evit lavaret gwir, {{Reizh|Klaodinaïk|Klaodinaïg}} a garie meurbet he daou vreur, muioc’h avad an eil eget egile (n’oar ket evit karet henvel an holl), ha laouen e vije bet oc’h o gwelet o tena huel o-daou. Mar doa muioc’h douget da garet Yann, n’oa ket en he spered, koulskoude, en em rei da hini pe da hini anezo, ha setu ama perak.
Chommet ’oa eur mennoz en he spered abaoue m’oa bet er skol gant ar c’hoarezed e Landerne. N’hel lavare da zen gant aon da boania he c’herent a-raok ar mare. C’hoand bras he doa da veza leanez e kouend Sant-Fransez-Montroulez. Meur a wech he doa komzet d’he c’hovesour diwar-ben{{Reizh||n}} kement-se. Hema he alie atao da c’hedal gant fizianz ha da zenti oc’h mouez an Env kerkent ha ma vije dishual a-walc’h evit en ober.
Evel-se ’ta, dioc’h ma’z aje an traou, da lavaret eo ma na vije ket Job ar Moal e poan d’he lezel da<noinclude><references /></noinclude>
pvi9ac1cyvlrn587x5d3n0ia6j7ko06
Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/48
102
22912
208000
198011
2026-04-22T11:50:26Z
Aleator
74
fi/fl => fi/fl
208000
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="4" user="Ar choler" />{{Niv|32|MARVAILHOU AR VRETONED|}}</noinclude>gwitaat Kerzadiou, Klaodinaïg he divije karet a-walc’h unani he dourn gand hini Yann. Setu perak, pa glevas ar c’helou, he devoe eul levenez, poan d’ezi he miret da darza en diaveaz.
Cheun her gwelas ; na lavaras ger, hogen e galon na oe gouliet nemet muioc’h. A bep seurt sonjezonou tenval a ruilhas adarre dre e spered maritellus, betek ma kouezas klanv, ha klanv bras zoken.
A-wechou, pa wasae d’ezan, e veze klevet o lavaret dre e alter :
« … A re emaon ama !… Den na ziskouez keuz oc’h va gwelet o vont d’ar zervich… Petra ’m befe-me graet evit beza deuet ker fall er gear-ma ?… » Hag e kounnare. Klaodinaïg na gwitae tamm ebed e wele, nag en deiz nag en noz. Pa skoe warnan barradou evel heman, ar plac’h keaz a implije he holl wiziegez hag he holl galon evit ober d’ezan kemeret an traou war an tu mat.
« … Ya, ya, emezan neuze, da anaout a ran ; te ivez, minorez divezet, te ’garfe va gwelet o vont d’an
douar evit kaout va zammig peadra en tiegez-ma, ha beva didrabas evel-se gant va breur digalon !… O
gortozit, va demezel, me n’oun ket maro c’hoaz !… Ro peoc’h d’in gant da gomzou flour, ha kerz pell
ac’han diwar va zro !… »
War-eün ez ea ar c’homzou rust-ze betek kalon dener Klaodinaïg, pehini, karantezus evel eul leanez, a
c’houzanve hep en em glemm an holl rebechou-ze ker c’houero, tamm ebed dleet d’ezi.<noinclude><references /></noinclude>
2sk1ey7ini9vx2gh4x76599nf7j9go0
Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/50
102
22916
208001
198013
2026-04-22T11:50:36Z
Aleator
74
fi/fl => fi/fl
208001
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="4" user="Ar choler" />{{Niv|34|MARVAILHOU AR VRETONED|}}</noinclude>kalet evitan. Mont ha dont a rea war al lestr evel eun den dizeblant, pe kentoc’h evel eun huvreer ; hag, e feiz, huvreal a rea, ar paour keaz, hag en deiz hag en noz ; dalc’hmat e spered a nije d’ar gear. Seblantout a rea d’ezan gwelet e dad e penn an daol da vare ar prejou ; Yann, e vreur, en e gichen ; e voereb en tu-all ; hag e penn izella, Klaodinaïg, ar grouadurez ken dous, n’he1Ie ket miret da garet abalamour d’he madelez.
Alies e sonje outan e-unan : « Daoust hag oc’h ober petra ema an dud breman e Kerzadiou ? »
Dalc’hmat e spered a nije d’ar gear.
Da zeiz pardon e Plougastell e sonje : « Hirio ema ’r pardon. Yann ha Klaodinaïg, m’oar vad, a vezo
eat… A ! nag eürus int da veva er frankiz hag er garantez ! E leac’h me ama n’hellan tanva tamm
plijadur ebed, reuzeudik ma ’z oun !… Red eo o defe ar gwrac’hed koz taolet eul louzaouen fall hennak war va hend !… Ha pegouls em bezo me echu va c’honje, ma tistroïn adarre d’am bro venniget ! »
Ha diwar greiz-oll, setu unan eus e vistri o tont da hopal warnan evit e zihuna :
— « Martolod ar Moal, huvreer, ouspenn eun heur a zo emeur ouz ho kedal duze, hag emaoc’h aze evel eur
peul !… Trusken viou ! ma na flachit ket dillo dirazon, me a ya da gregi en ho fons ha d’ho kas d’ar pesked !… »
Digaset d’e wir vuez en eun doare ker rust, Cheun a respounte d’e vesbr galloudus :
— « Va digarezit, aotrou, ankounac’heat em boa… Hiviziken !… »
— « Alo ya, kamarad, hiviziken gra da zever, pe ni welo !… »<noinclude><references /></noinclude>
q8al2iugp8z6xckxfstkl50zq4rwdob
Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/52
102
22918
208002
198015
2026-04-22T11:50:46Z
Aleator
74
fi/fl => fi/fl
208002
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="4" user="Ar choler" />{{Niv|34|MARVAILHOU AR VRETONED|}}</noinclude>
Nemet an hini an deus tremenet dre eur seurt enkrez a c’houfe lavaret gant pebeuz melkoni, kemmesket a hast, e lennas al lizer a zigemeras pemzek deiz goude.
Setu ama ar pennad skrid-se.
:::::::::::{{Ment|« ''Kerzadiou, 5 a viz du 1816.''|90}}
::« {{sc|Va Breur ker}},
Skriva ran d’it dioc’htu evit mac’h anavezi an darvoud poanius meurbet a zo digouezet ganeomp.
Hon tad, Job ar Moal, a zo maro d’an 23 a viz Here.
Maro eo evel eur gwir Vreizad, kristen kalonek betek ar penn.
Eun eur araok tremen e lavaras freaz dirak ar re oll a yoa en ti : « Va gwella bennoz a roan d’am
bugale ama endro d’in, hep ankounac’haat Cheun, ar martolod, o veachi pell, pell ac’han war ar mor bras. Ober a ran al le da gaout sonj ac’hanoc’h dirak an aotrou Doue, ma vezan kavet din da veza digemeret en e varadoz. Eus ho tu, n’am ankounac’haït ket en ho pedennou goude va maro. » Bet en deus e holl zakramanchou. Dizul penn-zizun e vezo kanet eur zervij bras evit peoc’h e ene. Ne vezi ket e Plougastell, va breur ; gallout a ri koulskoude unani da bedennou gant hon re.
Eun testamand a zo. Arabad eo d’it kaout aon ; da lod a zo miret hag a gavi pa deui d’ar gear.
Klaodinaïg hag hor moereb a gas d’it o gourc’hemennou : Yac’h omp holl, a drugare Doue.
Kenavo dizale, fizianz hon deus.
:::::::::« Da vreur, {{sc|Yann ar Moal}}. »<noinclude><references /></noinclude>
kyn0vq01sdjc17d77mk1gff9oixi4ec
Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/53
102
22919
208012
198016
2026-04-22T11:55:39Z
Aleator
74
fldandouchen=>fidandouchen
208012
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="4" user="Ar choler" />{{Niv||KLAODINAÏG|37}}</noinclude>
Mar doa nec’het Cheun araok, na oe ket nebeutoc’h a-c’houdevez. Nag a zonjou kasaüs a dreuzas adarre
e spered ! A ! na karet en divije beza bet er gear brema !… Hag e c’hrosmole : « Setu va breur Yann
mestr war leve Job ar Moal ! Brema avad, fidandouchen, ez ay an traou en-dro du-ze !.… Ha Klaodinaïg
’ta ! na vo ket dies d’ezi kregi e dourn Yann ! Me gred evelato, e vezo frank a-walc’h an ti d’ezo brema !… O malloz ru ! Ha perak emaon-me ama, reuzeudik ma ’z oun !… Ganet oun bet, sklear eo, da vare eur stereden lostek !… O pebeuz planeden eo va hini-me ’velkent !… Mervel a rin war al lestr-ma gant ar boan spered… »
Tenval meurbet e benn, Cheun a ye hag a deue evel eun den diskiantet ; e yec’hed ive n’oa ket kaer.
<poem style="margin-left:15%; font-size:0.9em;">
« D’ar paotr-ma n’eus nemet eur remed,
« ’Me an doktor, eur c’honje mad ;
« Gwelit-hen, etrezek ar vered
« Ez a ar paour keaz timad !… »
</poem>
Ne oe ket great, koulskoude, war ar ger-ze ; re bell edod eus ar gear.
Pa oe tremenet ar barrad, Cheun a yeas adarre war wellaat, hag a reas e labour kouls ha diaraok.
Mont a rea an amzer ebiou. Abaoue daou viz e oa dilec’het a Vrest, ha n’edo ket c’hoaz e penn e veach.
Lezomp anezan da vale, ha dizroomp da Gerzadiou da welet penaoz ez a ar stal gant hor mignoned.<noinclude><references /></noinclude>
rygl2k1lkkgnazrwkeh8dtj29jceyet
Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/56
102
22922
208003
198020
2026-04-22T11:50:59Z
Aleator
74
fi/fl => fi/fl
208003
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="4" user="Ar choler" />{{Niv|40|MARVAILHOU AR VRETONED|}}</noinclude>rubanou a bep seurt liou, he losten zu bordet en traon gant tres melen ha goloet en tu araok gant he
zavancher pilpouzet ; henvel e oa ouz eul leanez gant he mouchouar gwenn ampezet, he manchou moug a
ziskenne betek he daouarn.
Kaer meurbet ’oa da welet, ar chapeled ganti en he daouarn flour, he zellou gwerc’h savet etrezek
Mamm dous ar Feunteun-Wenn !
<poem style="margin-left:15%; font-size:0.9em;">
Kant-vloaziou gant eur feiz dispar
Eno pedas hon tadou ;
</poem>
hag o hugale vihan war o lerc’h a ra evelto. Keit ha ma ’z aio evel-se Plougastelliz a vandennou da bedi Rouanez vad ar barrez, Plougastell a gendalc’ho da veza eur skouer en eskopti.
Goude gousperou, great ganto o fedennou, Yann ha Klaodinaïg a gemeras hent ar gear, goude beza evet
c’hoaz eur wech dour fresk feunteun ar Werc’hez, ha roet eun aluzennig d’ar beorien a brestas d’ezo
bep a skudel.
Betek Toull ar Bleiz n’oa ket bet eas koms a draou a bouez, rak ma tremene dalc’hmad toulladou perc’herined ebiou d’ezo.
Azalek ar Fresk, avad, beteg Kerzadiou, Yann a zigoras frank dor e galon d’e vignonez.
— « Klaodinaïg, emeza, deuet eo evidon ar mare da rei d’it da anaout ar pez a zo war va spered… »
Ar plac’h vad, nec’het bras a zavas he daoulagadig glas war-zu Yann ; n’oa ket boas d’e glevet o koms
evel-se. Egiz p’he divije c’hoant da lavaret : « O va Zalver, petra zo ’ta ? »
Yann koulskoude, a gendalc’has evelen :<noinclude><references /></noinclude>
nr8aznai0xkhipazfujg9yix08azx41
Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/59
102
22925
208004
198023
2026-04-22T11:51:09Z
Aleator
74
fi/fl => fi/fl
208004
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="4" user="Ar choler" />{{Niv||KLAODINAÏG|43}}</noinclude>
— « D’ar gouent, end-eün, Itron-Varia ? »
— « Ya, va mignon. Betek-hen n’em boa kredet disrevel va mennoz da zen. Deuet eo evidon an eur da lavaret kenavo d’an holl draou krouet evit beza holl d’am Muia-karet. N’o deus chalmet tamm ebet va
c’halon, hag o c’hwitaat a rin gant plijadur… »
— « Klaodinaïg kez, ar pez a baouezez da lavaret a wask meurbet va c’halon ; ennout edo va holl fizianz evit an amzer da zont. Kement a c’hoantaen a gouez d’an douar, na jomm mui netra d’o harpa. Kounta ’raen e vijemp bet eürus pell amzer a-gevret, ha n’oa ket deuet em spered an disterra douetanz e
lavarjes nann d’am goulen. Betek-hen omp bet kustumet da veva an hevelep buez ; savet omp bet dindan an hevelep toen, maget gent an hevelep bara ; debret hor beus ouz an hevelep taol ; penaoz e c’hellin-me en em voaza da veza hebdout e Kerzadiou ? Kalet zur e vezo an disparti. Koulskoude, p’eo gwir e leverez eo youl Doue ez afes d’ar gouent, n’eo ket d’in-me e vefe enebi ouz ar Mestr bras-se a garan hag a zervichan eveldout. N’eus forz peger freuzet e vo va c’halon dre an disparti-ma, me lavar d’it, kerz d’al leac’h ma ’z out galvet. ha ped evit da vreur, en divije karet ober da eüruzded e Kerzadiou. »
— « Ma, laouen ez oun evelato pa welan e kavez mat ez afen d’ar gouent. Bennoz d’it ! Doue r’ az
pennigo ! »
Chomm a rejont goude eur pennad mat hep lavaret ger, ar c’hlac’har a vire oc’h Yann ar Moal da goms.
Araok digouezout, Yann koulskoude a lavaras adarre da Glaodinaïg :<noinclude><references /></noinclude>
oirqhuykym2p754rno3rgppukpv4t66
Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/68
102
22936
208013
198032
2026-04-22T11:57:05Z
Aleator
74
oflz=>ofiz, Keta=>Kenta, flour-ze=>flour-ze
208013
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="4" user="Ar choler" />{{Niv|52|MARVAILHOU AR VRETONED|}}</noinclude>
— « Va den mad, ama n’eus leanez ebet hag a zougfe an hano a livirit… »
— « Pa lavarin ar wirionez, evel-se e oa hanvet p’edo er gear ; abaoue, me gred he deus kemeret eun hano-all : c’hoar Santez-Kristina ’m eus aon a reer anezi brema !… »
— « Ac’hanta ! anaout a ran avad ar c’hoar Santez-Kristina, eus a Blougastell-Daoulaz, n’eo gwir ? »
— « Dres, eus a Blougastell eveldoun. Pa oe deuet da veza emzivadez, Klaodinaïg a oe digemeret gent
va zad, Doue r’ ’her pardono ! hag eo bet savet evel-se en hon mesk. Ar baotrez kez, pell zo n’em eus
ket he gwelet. Mall bras am eus… »
— « Va den mad, ema al leanezed o lavaret an « ofiz ». Evel-se ’ta n’oc’h ket digouezet mat. Mont a
c’hellit d’an iliz, mar kirit ; na welot ket anezi, hogen he c’hlevet a reot. »
Ar borsierez a zigoras an or, ha Yann a yeas d’he heul betek an ilizig koz.
Kenta mouez a glevas eo hini Klaodinaïg. E galon a lammas meurbet en e greiz, ken tenereet ez oa.
Klevet a rea adarre ar vouez-se a blije kement d’ezan gwech-all war-dro Kerzadiou ! Klevet a rea a nevez ar vouez flour-ze kuzet outan pemp bloaz leun ; ar vouez-se a garie kement !…
O ! e nerz ar vankas d’eza, hag e kouezas a stok e gorf d’an douar war leur an iliz. Evit doare na reas ket nemeur a drouz koulskoude, rak na deuas den da welet petra a yoa c’hoarvezet, Pa deuas adarre
ennan e-unan, a-benn eur pennad, Klaodinaïg a lavare gant he mouez sklear :
— « Deuet eo ar goms vad eus va c’halon ; d’ar<noinclude><references /></noinclude>
je8pskyzwcd7ubbe59sfmr4aht07ac9
Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/93
102
22964
208006
198062
2026-04-22T11:51:35Z
Aleator
74
fi/fl => fi/fl
208006
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="4" user="Ar choler" />{{Niv||HOSTALIRI AR C’HROAZ-HENT|77}}</noinclude>gounit peadra d’o sevel deread. Er gwel a ze na esperne netra.
Yann-Mikeal a reat anezan. Leun e oa a zoujanz Doue hag a garantez evit an nesa. Morse na deue eus e c’henou an disterra koms trenk eneb nikun. Na garie ket an trouz, ha kerkent ha ma vije echu e zervez gantan, ec’h en em denne d’ar gear ; eno edo e ebad.
Biskoaz n’oa bet e Keraez, rak-se n’anaveze ket an hent, ha nebeutoc’h c’hoaz doare an tiez a gavche
warnan. Eat oa hep difizianz ebet e ti bras ar C’hroaz-hent. An nep a zo eün youlou e galon a gred eo an holl henvel outan. An oan na zonj ket nemeur e fallagriez ar bleiz.
Daoust ha petra oa deuet da veza epad m’edo bodet al laeron evit e gondaoni d’ar maro ?<noinclude><references /></noinclude>
6dotrgrvc0uc0m9d6s3u3nrkwk71ek6
Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/94
102
22965
208007
198063
2026-04-22T11:51:45Z
Aleator
74
fi/fl => fi/fl
208007
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="4" user="Ar choler" />{{Niv|78|MARVAILHOU AR VRETONED|}}</noinclude>
Pa oa digoret d’ezan dor ar gambr e tlie kousket enni, Yann-Mikeal a zerras war e lerc’h, hag e taolas
eun taol-lagad en-dro d’ar gambr. Ar gwele n’oa ket fall, kempen e oa zoken ; taolen, kroaz na skeuden
santel ebed ! eur mellezour, eur bodez wenn d’en em gempenn, eun daol-noz, setu holl arrebeuri an toull-ze ez ead ennan da c’hedal taol ar maro !… O sellet tost, Yann a gredas end-eün gwelet tachadou gwad dizec’het war ar zolier ha war ar mogeriou.
« O dampret ! emezan kerkent, klaoustre ez eus bet lazet tud ama ! Doueti rean e oan kouezet etre
skilfou al laeron ! O va Doue ! truez ouz va greg ha va bugaligou ! »
En despet d’e skwizder na gredas ket mont en e wele. O veza lavaret eun tammig pater e lazas ar goulou, hag e stagas e skouarn oc’h toull an alc’houez. En doare-ze e klevas piz ha piz kement a
lavared er gegin.
E wad a vervas en e wazied pa glevas Gwitourius o lavaret da Vastian :
« Bastian, va mab ha me a vo barrek da unan, nemed Paol Gornek a ve en a gorf… Te, Bastian, a ray e varo d’an den-ze araok warc’hoaz vintin !… »
— « Deuit atao, muntrerien kriz, loened gouez, deuit pa gerot ! Va buez a zo etre ho taouarn, her
gwelet a ran ; koulskoude me he gwerzo ker, ha na gouezin ket va-unan ! Avizet mad ez oun bet velkent o tigas va c’hontel ha va fistolen ganen ! N’ouz{{Reizh|o|e}}r ket morse petra ’zo da c’hoarvezout !… Da hanter-noz, o deus lavaret ?… Na dle ket beza pell dioc’h hanter-noz, marvat ! Bremaïk, abenn eun
hanter eur marteze, me a vo astennet aze, maro<noinclude><references /></noinclude>
0j2sn5ksclvjhgokkhjcdje6yobc63o
Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/95
102
22966
208008
198064
2026-04-22T11:51:55Z
Aleator
74
fi/fl => fi/fl
208008
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="4" user="Ar choler" />{{Niv||HOSTALIRI AR C’HROAZ-HENT|79}}</noinclude>mik !… Aotrou Doue, truez oc’h eur pec’her paour ! Saveteit va ene, ha bezet truez oc’h va greg ha va
bugale !… Roit d’am breac’h nerz Judit, ma taolin d’an douar pennou enebourien hoc’h hano santel !… »
Edo c’hoaz o koms evel-se outan e-unan pa glevas safar. « Alo, emezan, deuet eo va heur ! Emaint
erru ! »
{{Kreizañ|{{Ment|'''VI. — Ar C’hrogad.'''|120}}}}
Bastian ha Jukos chommet da gousket oc’h an daol a yoa nevez dihunet. Jukos a c’houlennas :
— « Ped eur a verk ar moumeder ? »
— « Hanter-noz nemet pemp ! »
— « Da gontel a zo ganes ? »
— « Dre gerniel an diaoul ! na garfen ket he lezel war va lerc’h. Eul laer na vez morse hep e gontel ! »
— « Va hini em eus ive. Va fistolen a zo ama en direten. »
— « Prest out ? »
— « Ya ! »
— « Deomp neuze !… Kemer ar goulou ma welimp araok hag hen eo kousket. »
Bastian, evel kosa, a ye da genta. Hen eo a zigoras an nor goustat. Yann-Mikeal alkodet e gein oc’h ar
gwele a c’houlennas :
— « Petra glaskez ? »
— « Da vuez ! eme Vastian o vont d’ezan var-eün. »
— « Gortoz, kamalad ! eme ar marc’hadour. »
Hag hen leuskel eun tenn pistolen hag a yeas dres e kof ar muntrer digalon. Hema a-raok koueza a laoskas<noinclude><references /></noinclude>
j3lsall8w51sytj7yain7tltd5rd7pp
Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/100
102
22971
208009
198069
2026-04-22T11:52:05Z
Aleator
74
fi/fl => fi/fl
208009
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="4" user="Ar choler" />{{Niv|84|MARVAILHOU AR VRETONED|}}</noinclude>hanter-noz, hag a ray ar muia ma c’helli a drouz. Goude-ze e kerzi war ar menez ha tro-dro ken na deuy an deiz. Gant ar c’henta bannou sklerijen e tizroï d’hon loch. Alo, mignoned, bugale-gaer Jupiter,
sammit ar c’hamalad-ma, ma teuy da jomm ganeomp da Gersatan !… »
Korf Gwitourius a deuas da veza euzus ; ouspenn-ze eur c’houez ken pounner a deue dioutan ma oe red da Anjel stanka he fri. Pewar diaoul a grogas ennan, hag an enterramant diaoulek a loc’has, o vont er-meaz adarre dre an hevelep hent. An diaoulou bihan a fiche o lostou gant ar blijadur ; eur mousc’hoarz ivez a yoa war o muzellou.
Bep noz ac’houdevez, pa zone an hanter-noz e moumederiou ar c’harter, e veze klevet an nor, ar prenestrou, ar gwer o strakal evel pa vije tennet boulejou kanol e-tal an ti.
Anjel na helle kousket berad, daoust d’an ezom he doa ar plac’h kez da repui he izili dinerzet gant ar
boan hag al labour.
Goude e veze klevet evel eun den o vale war ar vein gant eur foultren boutou koad, tachou kezeg enno. Strilha a rea ar chadennou houarn a yoa a-istribilh en-dro d’e gorf, o teurel anezo war ar zolier evit ma rajent muioc’h a drouz. Kerkent ha div heur ar spountailh a ye er-meaz oc’h ober adarre eun trouz ifern gouest da zihuna kear Vrest en he fez.
An neb a vije diwezat o tont d’ar gear a oa re zur da welet teuz Gwitourius en eur stum pe ’n eun all.
Unan bennak her gwelas dindan spez eur c’hi du bras divent a yea dre foz an hent, e lost o ruza oc’h
an douar, daoulagad luc’hedus en e benn, oc’h e<noinclude><references /></noinclude>
9mdjd39l5ub9k9av3i3qtmkjrj6jcf7
Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/150
102
23030
208010
198121
2026-04-22T11:52:15Z
Aleator
74
fi/fl => fi/fl
208010
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="4" user="Ar choler" />{{Niv|134|MARVAILHOU AR VRETONED|}}</noinclude>eur vatimant vras, o vont da Vilbao, a welas an dud paour — tri e oant — hag o digemeras er bourz. Lavaret a ra, en eur echui, na ehano da embann trugarez ha madelez Mamm Doue, keit ha ma vo buez ennan.
O veza m’eo ker fall an amzer, na reer ket prozesion ar Zakramant, meulet ra vezo ! Kals a dud a gerz war zu ar pinsinou, da bedi evit ar re glanv a zouber e dour ar Werc’hez.
Biskoaz, e nep leac’h all, n’em eus gwelet pedi gant kement a feiz hag a fizianz evel ma reer ama.
Doujanz ar bed a zo lakeat gant an holl dindan o zreid. Pep-hini a bed hep teurel evez oc’h ar pez a
ra e nesa. Gwelet a reer zoken kals o pedi, o divreac’h e kroaz. Pet gwej n’he deus ket klevet ar Werc’hez ar c’homzou-ma : ''Yec’hed ar re glanv, pedit evit hor c’hlanvourien ! Itron-Varia Lourd. roit ar pare d’hor re glanv !''
Mari n’helle ket chomm bouzar oc’h pedennou ker birvidik. Eur plac’h yaouank, Mari-Renea Quélen, eus Gwipavas, ha na c’helle mui na debri, na bale, na gwriat, en em gavas yac’h goude beza bet soubet en dour. Klevet em eus he deus santet eur boan souezus epad m’edo er pinsin. Kredi rea edod o vruzuni he c’horf paour. Mari Quélen he deus, da c’houde, heuliet ar berc’herined-all en holl lidou. Enor ha bennoz d‘hor Mamm vad !
Epad an deiziou-ma meurbet benniget a dremenomp e Lourd, kals a re-all o deus kavet ar yec’hed pe, da vihana, eur wellaen. An holl dud poaniet a gav ama frealzidigez hag eun nerz nevez evit gouzanv hep klemm kement tra zies a zeu d’ezo, en o c’horf pe en o ene.<noinclude><references /></noinclude>
5szau7ffu5ypcmpm0clje0cuozrxj7o