Banglaeg
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
| Banglaeg (Bāṇlā, বাংলা) | |
|---|---|
| {{{statud}}} | |
| Perzhioù | |
| Komzet e : | Bangladech, India |
| Rannved : | Kornôg Bengal, Tripoura |
| Komzet gant : | 207 000 000 |
| Renkadur : | 4 |
| Familh-yezh : | Yezhoù Indezeuropek Yezhoù Indez-Iranek |
| Statud ofisiel | |
| Yezh ofisiel e : | Bangladech, India (Kornôg Bengal, Tripoura) |
| Akademiezh : | Paschimbanga Bangla Academy |
| Rizhouriezh | |
| Urzh ar gerioù | {{{urzh}}} |
| Frammadur silabek | {{{frammadur}}} |
| Kodoù ar yezh | |
| ISO 639-1 | bn |
| ISO 639-2 | ben |
| Kod SIL | BEN |
| Deuit da welet ivez Yezh. | |
Ur yezh indez-aryek eo ar banglaeg (bengali pe bangla বাংলা) genidik eus Bengal, rannet etre Bangladech ha Kornôg Bengal India. An eil yezh muiañ komzet en India an hini eo war-lerc'h an hindeg.
Kavet e vez ivez banglaegerion e Asam ha Tripoura hag ivez e-touez an envroidi er bed a-bezh. Komzet e vez en holl gant ouzhpenn 200 millon a dud evel yezh kentañ ha pevar pe pemvet yezh muiañ komzet er bed an hini eo. [1].
Unan eus yezhoù ofisiel India ha yezh ofisiel Bangladech eo ar banglaeg.
Tost-tre eo ar banglaeg unvan d'an asameg ha d'an oriyeg.
Skrivet e vez ar banglaeg gant un abugida ispsial, ar skritur banglaek.
Meur a doare-yezh banglaek ez eus, hervez al lec'h ma vez komzet ha live ar yezh:
- Rannyezhoù lec'hel:
-
- Rannyezh ar c'hornôg pochtchimeg (poshchim)
- Rannyezh ar reter pourbeg (purbo)
-
- Liveoù yezh:
-
- yezh dre gomz, tcholtibacheg (choltibhasha)
- yezh skrid, chadubacheg (shadhubhasha).
-

